Aller au contenu

Utilisateur:Erell Yuna Jenovefa LiseDiwan

Une page de Wikipédia, l'encyclopédie libre.

+Dreistsekselezh[modifier | modifier le code]

An dreistsekselerezh a zo un term implijet gant arbennikourien a studi psikologiezh ar vugale, diwar-benn al levezon kreñv o deus gant ar sekselerezh.

1.Disoc'hoù an dreistsekselerezh[modifier | modifier le code]

N'eo ket kevatal ar merc'hed hag ar baotred e-keñver disoc'hoù an dreistsekselerezh lañset. Dañjerusoc'h eo evit ar merc'hed. Ur plac'h gwisket evel ur vaouez, gant dremm livaj, an dañsoù hag an doare d'en em zec'hel a vo kalz muioc'h barnet eget ur paotr eus ar memes oad hag a ra ar memes tra. Disoc'hoù ez eus bet gant c'hoarioù 'zo, da skouer ar monster high. Gwuisket eo ar mec'hodennoù-mañ gant brozhioù-bihan, seulioù bras-tre hag dremm-livaj meurdezus. REoet 'vez gant an dra-se, ur skeudenn d'ar vugale. Hag c'hoant o deus, neuze, ober ar memestra. Kresk a reont re vuhan.

2.Penaos eo erruet[modifier | modifier le code]

Dont a ra un tamm diouzh ar seksism, diouzh ar vediaoù, diouzh ar kapitalism. Gant ar seksism e vez lavaret n'eo ket ar merc'hed hag ar paotred par, er bloavezhioù 50 e oa muioc'h eget hiriv an deiz. Ar merc'hed a chome d'ar ger en ur geginnañ evit o gwaz en ur c'horrtoz e tistrofent eus al labour. Gant ar mediaoù eo bet gwasaet an istor 'mañ, en ur diskouez er bruderezh da skouer merc'hed brav evit gwerzhañ produioù renkañ menaj. Neuze degaset eo bet er gevredigezh ar mennozh e rankfe bezhañ brav ar merc'hed. Ar mennozh 'mañ a vez kavet kalz c'hoaz er madiaoù memes ma's eo bet cheñchet an doare d'ober er ger. Ar mediaoù 'zo ken pouezhus bremañ, emaint o levezonniñ kalz an dud, an dud gour evel ar bugale o deus c'hoant bezañ evel o kerent. Kreñvaet eo bet c'hoazh ar mennozh 'mañ gant sikour ar gapitalism o deus c'hoant e vefe gwerzhet kalz a traoù neuze ober a reont dilhad tud gour evit ar vugale.