Ospital

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Ospital
Iskevrennad eusensavadur, medical organization, medical facility Kemmañ
Rann eushealth system Kemmañ
Den e penn an aozadurhospital chief executive officer Kemmañ
Merchant Category Code8062 Kemmañ
ID en Thesaurus NCIC16696 Kemmañ
Ospital bras e Delhi, India.

Un ospital (kavet e vez klañvdi a-wechoù) a zo un ensavadur evit kempennadurezh yec'hed an dud dre klask o pareañ gant prederiadoù roet gant tud arbennigourien harpet gant louzeier hag aveadurioù. Evit degemer tud klañv ha degas prederiadioù dezho e-pad meur a zeiz e vezont aozet peurliesañ.

Diwar intrudu ar riezoù pe hini an aozadurioù yec'hed e vezont savet hiziv. Darn anezho a zo anhelv (kevarzheoù pe diazezadurioù), met reoù all a zo savet evit degas helv, ospitalioù prevez e meur a vro hag e vez graet klinikennoù anezho e Bro-C'hall.
Gwechall e veze savet an ospitalioù diwar intrudu pennoù bras pe gant urzhioù relijiel. Er mareoù kozh (er Grennamzer hag en Amzerioù modern, ne veze ket kement a arbennigourien (mezeged, surjianed, apotikerien, klañvdiourien) ma 'zeus hiziv, pa veze graet war-dro ar re glañv gant leaned pe gant youlidi.

Gerdarzh ha lec'hanvadurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Eus ar ger latin hospes a dalv evit ostiz e teu ar gerioù gallek ospital (1170), hospital (1190, alese ar ger brezhonek.
Er Grennamzer, ne veze ket aozet an ospitalioù nemet evit pareañ an dud, evit degemer ar re baourañ e vezent ivez (un "ospis" a oa anv al lec'hioù arbennik-se) pe ar birc'hirinerien.
Meur a lec'h zo An Ospital pe L'Hôpital (Les Hôpitaux ivez) e anv e Breizh hag e Bro-C'hall ; gwelit An Ospital.

Rummoù an ospitalioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E Bro-C'hall e vez graet un diforc'h etre an ospitalioù hag a zo dindan ar riez peurliesañ hag ar c'hlinikennoù, ar re-se ensavadurioù pareañ yec'hed prevez.
Posupl eo d'ar re glañv mont d'an ospital (pe d'ar glinikenn) evit bezañ imbourc'het pe vezeget a-raok mont kuit dindan an devezh. Reoù all pe ar re kavet re glañv a c'hell bezañ degemeret e-barzh ken e chomont er c'hambroù evit tremen an noz pe meur a noz betek ma vezint pareet.
Ospitalioù deiz a vez graet eus ar re ar rumm kentañ ha ne vez ket degemeret an dud tremen dibenn an deiz. Lavaret e vez prederiadoù tremenidi (ha surjianerezh tremenidi) eus an doare-ober-se.

Ospitalioù hollek ha pennospitalioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pa gomzer eus an ospitalioù peurliesañ e taveer d'un ospital a c'hell ober war-dro meur a gleñved ha da veur a c'hloazadenn. E kazimant an holl ospitalioù-se ez eus ur servij mezegiezh prim (pe servij an trummadoù) e-lec'h e vez klasket pareañ diouzhtu ar gwaskadoù yec'hed pe kas ar re glañv d'ur servij mezegiezh arbennik prest evit degemer an trummadoù.
En ur pennospital e kaver ivez surjianed, arnodvaoù dielfennadurioù mezegel ha ur gevrenn evit ar wiliouderezh, d'an nebeutañ. Ur morg hag a zo ul lec'h evit mirout ar c'horfoù-marv ez eus atav.

Ospitalioù skol-veur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Meur a skol-veur, ur gevrenn vezegiezh enni, a zo staget dezhi un ospital pe ur glinikenn. E Frañs, p'emañ ar skolioù-meur dindan kontrol strizh ar riez, n'eus nemet pennospitalioù skol-veur (CHU = Centre hospitalo-universitaire) a c'hell degemer ar studierien war ar vezegiezh e-barzh pep skol-veur vras.

Ospitalioù arbennik[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E touez an ospitalioù arbennik e kaver an ospitalioù bugale, ospitalioù ar gozhidi, bredospitalioù hag ospitalioù aozet tamm pe damm evit ur rummad gwaskadoù hepken (evit al lagad, ar c'halon, ar gloazadennoù deviñ, etc).